Home 🎬 Bollywood 🎵 Pakistani 🎤 English Pop

Divent an dour

👤 Tri Yann 🎼 Marines ⏱️ 5:08
🎵 624 characters
⏱️ 5:08 duration
🆔 ID: 5457995

📜 Lyrics

Divent an dour n'hellan ket treuziñ
Ha n'hellan ket nijal ivez.
Fardit ur vag a zougo hon daou
Roeñviñ a rin ma c'harantez.

Bout zo ur vag a red war vor
En e zonded an donañ,
Met donoc'h c'hoazh eo ma c'harantez;
N'ouian ma neuian pe ma veuzan.

Harpet e oan ouzh un dervennig
'Seblante din ur wezenn sur;
Hi a blegas hag em dorras
Ve ma reas ma c'harantez.

Lakaet men dorn e-barzh ur vodenn
Evit kutuilh ar flourañ bleuenn,
Brochet mem biz betek an askorn;
Dilezet 'm eus ar vleuenn griz.

Divent an dour n'hellan ket treuziñ
Ha n'hellan ket nijal ivez.
Fardit ur vag a zougo hon daou
Roeñviñ a rin ma c'harantez.

⭐ Rate These Lyrics

Average: 0.0/5 • 0 ratings