Home šŸŽ¬ Bollywood šŸŽµ Pakistani šŸŽ¤ English Pop

Son Alma Ata

šŸ‘¤ Denez Prigent • šŸŽ¼ Sarac'H • ā±ļø 3:07
šŸŽµ 760 characters
ā±ļø 3:07 duration
šŸ†” ID: 9866753

šŸ“œ Lyrics

Resevet 'm oa ul lizher, ya 'miz paseet 'zo dija
A ginnige din-me kanaƱ e ker Alma Ata.

Pelec'h 'oa ar barrez-se, n'am boa tamm mennozh ebet
Ha me da sell't ouzh ur gartenn evit bezaƱ skleraet

Furchet 'm eus e Breizh-Izel, o ya un tammig partout
Furchet 'm eus e Breizh-Uhel, hag adarre 'chomet boud

Alma Ata ebet c'hoazh en tu all d'ar frontier
Pellgomz 'ran diouzhtu d'an ti-ker 'doa kaset din al lizher

Bonjour deoc'h, Sekretourez, bonjour deoc'h a laran
Kontant da vont lec'h peus laret, met n'ouzon ket p'lec'h emaƱ

Furchet am eus war gartenn Breizh, war hini Bro C'hall ivez
Sur a walc'h 'm eus komprenet fall, ar pezh p'oa skrivet din me

Alma Ata, 'meus skrivet deoc'h, sellit war ur voul bremaƱ
Abalamour 'maƱ ar ger-se, en URSS, e Kazakstan

⭐ Rate These Lyrics

ā˜†ā˜†ā˜†ā˜†ā˜†
Average: 0.0/5 • 0 ratings